Abajo el trabajo : bevet an dilabouradeg!

Publié le par Netra



Selaouit mat ha taolit evezh
Pe ganet fall, pe ganet flour,
Me gano deoc'h e gwirionez
Gwerzenn nevez an dilabour.

Kar ar bloa-mañ e Breizh-Izel
An Ankoù bras e toull an nor
P'eo erruet gand e rastell
En-deus kavet an nor digor
Digor an nor hag ar prenestrier
Deus al laez betek an traoñ
Goullo an arc'h hag ar solier
Hag ar re gozh gwisket e kaoñv.

E barzh ar porzh, dirak an ti,
Na kan, na kri; na youc'hadeg
Nemed ar razhed o c'hoari
Par ma c'hellent... hag e galleg.

Ha koulskoude, e Breizh-Izel
Ne'z eus na reuz na Kleñved-red
Na kleñved-red na reuz brezel
Hag an Elliant, bosenn ebet.

Nemed pep lec'h war ar maezioù
Sarret ar stal da labourad
Sarret stalioù hag uzinoù
Kaset an dud paour da gac'had.

Er porzhioù bras war bord ar mor
Gwerzhet ar bagoù-pesketañ
Hag ar friturioù en Armor
Digor d'an avel o lopañ.

E Bro-Leon, hep lavared gaoù
Dek mil a dud o klask labour
Ha kement all o skrabañ laoù
E trenioù-noz e Clignancourt.

Ur paotr yaouank, deus bord ar mor
Unan a gan, na p'en-deux c'hoant
E-neus savet en un taol imor
Ar werz nevez e-tal an tan.

Ar brenniger eo e ano
Kar ar brennig e kav'tao mad
Kavoud ra anezho, ter pe lano
P'en deus netra'bet da lipad.

Denez Abernot
Publicité

Publié dans netra

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article